Mont d’an endalc’had

Inizi Friz an Hanternoz

Eus Wikipedia
Inizi Friz an Hanternoz, a-hed aodoù Alamagn ha Danmark
Skeudenn tennet eus ul loarell
Sylt

Inizi Friz an Hanternoz zo ur strollad enezennoù e Mor an Hanternoz, dispartiet diouzh an douar-bras gant Mor Wadden, a-hed aodoù hanternoz Alamagn ha kreisteiz Danmark. Emañ an inizi alaman e Kreis (arondisamant) Nordfriesland, e Schleswig-Holstein. Emaint ivez e Park broadel Mor Wadden.

An inizi danat en em astenn a-hed aod Jutland, en hanternoz d’an inizi alaman, zo e rannvro Syddanmark. Bremañ ne vez kaozeet frizeg nemet en inizi alaman, ken e virer an anv Inizi Friz an Hanternoz evito.

Enez Helgoland, zo kalz pelloc’h diouzh an douar-bras, a gonter ivez e-touez Inizi Friz an Hanternoz.



hag enezennoùigoù a c’hall bezañ beuzet gant ar mor pa vez reverzhi vras (Halligen) :

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Friza an Hanternoz a-rez ar mor diroll, Jorj Gwegen, Al Liamm, niv. 201, p. 276